Treatment in progress...
Close notification

A complete power breakdown on our premises...

is forcing us to close our warehouse and office all day this Monday November 24th. 
Our customer service can still read your emails.

Display notification

Ober ar peoc'h er rannvedoù

Ténier Jacques, Marquand Patrice
Publication date 23/10/2025
EAN: 9782917681695
Availability Available from publisher
Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel. Gant diazezañ Kumuniezhioù Europa e voe kadarnaet gwallreuzioù ar brezelioù bed ha savet mennozh... See full description
Attribute nameAttribute value
Common books attribute
PublisherTIR
Page Count184
Languagebr
AuthorTénier Jacques, Marquand Patrice
FormatPaperback / softback
Product typeBook
Publication date23/10/2025
Weight263 g
Dimensions (thickness x width x height)1.10 x 14.50 x 20.50 cm
Skrid-arnod diwar-benn tostadur ar pobloù
Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel. Gant diazezañ Kumuniezhioù Europa e voe kadarnaet gwallreuzioù ar brezelioù bed ha savet mennozhioù ar peoc’h hag ar c’henober. A-gevret e ra berzh Europiz. En enep n’o deus c’hoant gouzout ebet evit an emgavioù habask war ar c’hevandirioù all?: kenderc’hel a ra meur a vro da glaoustreañ war ar vellgarouriezh o werzhañ armoù. Aet un hanterkantved hebiou ha kinnig a ra ar frank eskemm bedel kas gantañ tostadur ar rannvedoù. Ma skoazell ar gevalaouriezh diharz da ziorren rannvedoù zo e torr ar c’hengred. Lezet e vez ar re baourañ war vord an hent. Klasket e vez neuz un diskoulm bennak en ur ragain a vroadelouriezh. Ret eo adijinañ ar c’hengred dre zigeriñ ar broadoù d’o amezegezed ha dre aozañ darempredoù etre ar rannvedoù. Dre m’eo diazezet an enframmadurioù rannvedel, a ya pelloc’h eget ar c’henwerzh, war ar fiziañs hag ar c’hengred a vag ar re greñv ouzh ar re wan, e kinnigont doareoù ober e servij an holl dud. Kenanavezout an taolioù-arnod-se zo un neudenn heñchañ e milendall ar bedelaat. Reizhaouer eo Jacques Ténier, kargad a gentelioù e skol-veur Roazhon II hag e Ensavadur studioù politikel Roazhon. Lavaret en doa prezegennoù diwar-benn tostadur ar pobloù hag ar c’henoberoù etre broioù amezek e Amerika hag Azia ar Su, hag e Afrika ar C’hornôg. Kelenner pedet gant skolioù-meur Guangxi, Nanning, Sina, 2016 ha Liège, Belgia, 2017. Kemer a ra perzh e oberoù kengret e Burkina Faso hag e Haiti. Skrivet en deus?: Intégrations régionales et mondialisation (La Documentation française 2003) ha Politiques pour une petite planète (Presses universitaires de Liège, 2021, embannadenn vrezhonek, TIR, 2023).